The Mudcat Café TM
Thread #21494 Message #1244180
Posted By: GUEST,Laurent at work
10-Aug-04 - 12:31 PM
Thread Name: Lyr Req: Kimiad (Alan Stivell)
Subject: Lyr Add: KIMIAD AR SOUDARD YAOUANK
Bonjour
Here is the complete song from the site I linked in my earlier post. The soldier leaves Brittany for 7 years.
Kimiad ar soudard yaouank (Adieu from the young soldier)
Prosper Prou (1811 - 1875) from Poullaouen
Ma c'halon a zo frailhet, dre nerzh ma enkrezioù Ma daoulagad entanet n'o deus mui a zaeloù Deut eo, siwazh ! an devezh ma rankan dilezel Lec'h kaer ma bugaleaj, ma bro gaer Breiz-Izel !
Keno dit, ma zi balan, kuzhet barzh an draonienn, Tachenn c'hlaz war behini, bugel, e c'hoarien ; Gwez ivin ker bodennek, e disheol a bere E-pad tommder an hañvoù e kousken da greisteiz
Keno ! keno mamm ha tad, bremañ n'esperit mui E chomfe ho mab karet da harpañ ho kozhni Evit gounit deoc'h bara, 'vel m'hoc'h eus graet dezhañ Al lezenn zo didruez, ho kuitaat a renkan
Nag a wech, ma mamm dener, e renkfet-hu leñvañ Pa zeui ma c'hi ankeniet en-dro deoc'h da ruzañ Pa welfot,war an oaled, ma skabellig c'houllo Hag ar c'hevnid o steuiñ war ma fenn-bazh derv
Keno ! bered ar barrez, douaroù binniget, Pere a guzh ma c'herent gant ar Zalver galvet ; Da ouel an Anaon klemmus, n'in mui war ho pezioù Da skuilhañ dour binniget mesket gant ma daeloù
Keno ! ma muiañ-karet, ma dousig koant Mari Ur blanedenn digar a zeu d'hon glac'hariñ Eürusted ha levenez skedus zo tremenet 'Vel en oabl ar goumoulenn gant an avel kaset
Na welin mui da lagad ker lemm ha ker laouen O virviñ gant plijadur, e ti pa erruen, Da zornig gwenn ken mibin o treiñ ar c'harr e dro Da vouezh flour mui na glevin o kanañ va gwerzoù
Pa oamp er c'hatekismoù, hon-daou c'hoazh bugale, Hor c'halonoù diskiant, e kuzh en em gleve Dirak Gwerc'hez ar c'hroaz-hent, nag a wech he touejomp Na erruje birviken disparti etrezomp
Yaouank ha dibreder, siwazh ! ne ouiemp ket Nag ha bet c'hwerventez ar vuhez zo hadet Evidomp ne oa, neuze, Lezennoù na Roue, N'anve'emp med ul lezenn, hini ar garantez
Keno ! ma nez-amezeg, Yannig, ma gwir vignon Kamarad ma c'hoarioù, ma breur dre ar galon Piv a gemero bremañ lod e-barzh ma foanioù ? Piv a gomzo ganin-me deus ar gêr hag ar vro ?
Hepdon te yelo bremañ d'ar parrezioù tostañ Da bigosaat al leurioù 'barzh el lajoù-dornañ Hepdon te yel da c'hounid maout ar c'hourennadeg Da chasañ war rubannoù e-barzh er varradeg
Keno ! ma c'hazeg velen, skañv evel un heizez Mistr evel ul logodenn, jentil vel un oanez N'ez santin ken, dindanon, gant an hast o tripal Ma daouarn mui ne stagint ar seizenn war da dal
Keno ! ma c'hi kaezh, Mindu, ma leal kamarad, N'efomp ken, dre ar c'hlizhenn, da glask roudoù ar c'had Ne glevin ken, er menez, da chilpadenn skiltrus, War ma dorn mui ne santin da deod garantezus
A-benn un nebeud amzer, kalz a vignoned yen Barzh er soudard divroet, hep mar, ne soñjfont ket Mes da galon-te, Mindu, n'eo ket ankouezus Pell e ri c'hoazh va c'hañvoù, gant da yezhoù klemmus
Keno 'ta plijadurioù, leurioù-nevez, prejoù, Nezadegoù, nozvezhoù, foarioù ha pardonioù, Ebatoù ker birvidik, binioù zard ha sklentin, Na drido mui va c'halon gant da sonioù lirzhin
Keno kement a garan, keno da virviken ! Pell ouzh a Vreizh me varvo, mantret gant an anken Vel ur blantenn gizidik, evit ar vro krouet A renk gweñviñ ha mervel, kerkent m'eo divroet